biscoaz var an douar. Ar goall gommunion, hervez doctrin saint Paoul, eo ar ziel eus an daonation eternel ; rac-se ur c’hristen mad a dle en em brepari da guement coumunion a ra, eguis pa ve en heur ar maro.
Beza ez eus diou preparafion, requis evit ober ur gommunion vad : ar guenta eo beza ezant a bec’bet marvel ; ba rac-se, mar en em santer coupabl a nicun, e ranquer cofes a ziaraoc er fæçon-mâ hon eus discleriet brema souden. An eil breparafion a gonsist o caout hor c’honsianç neat, non pas epquen diouz pec’het marvel, mæs c’hoaz diouz an attaich ouz peb seurt pec’het veniel, hac o remplissa hor c’halon euz a zesirou santel hac a santimanchou-mad en andret Doue dre actou a feiz, a esperanç, a garantez, a humilite, hac actou-all, hac o vont da gommunia evit plijout epquen da Zoue, hac evit ober he volontez en action santel-se, oc’h en em unissa gant ar memes dessin en devoe hor Salver pa instituas ar myster adorabl-mâ. Ar sacramanchou a zeu da rei deomp ar c’hraç diouz ma en em disposomp d’ho receo : hac evel ma’z eo ranfermet er sacramant august-mâ an hini a ro ar c’hraç memes, me lavar, Jesus-Christ he-unan, ne ouffemp jamses digaç re a breparation evit he receo gant profit.
Chetu amâ’ta v[a]rlerc’h [1], en lies fæçon an actou hac an elevationou fervant a galon, pere a ell sicour nep piou-bennac en em servijo anezo, da gaout an devotion actuel-se dirac ar gommunion ; n’en deveus nemet choas ar re a cafo guella d’he c’hout ha d’he zisposition interieur. Mæs evit profita eus anezo, e renocer ho lenn gant attantion, ha ne de quet necesser ho fronons a c’henou ; aoualc’h ê, mar carer, ho lavaret en gouelet ar galon, eguis pa vez un den oc’h ober meditation.
- ↑ Moullet : ver-.