Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
Exerciç evit ar Gonfession.


D’ho peza outrajet ;
Penaus em eus-me bet
Ur seurt ingrateri,
Ha choui hoc’h ma c’haret
Hac hoc’h ma c’honservi ?
Maes p’hoc’h eus, va Jesus,
Ar maro gouzanvet,
Hac ho coad precius
Evidomp oll squillet,
Pardonit, me ho ped,
Pardonit d’am ene
A so bet deoc’h coustet
Quer ker, ô va Doue.
Pelloc’h em eus esper
Gant ho craç da viret
Ho lesen, va Salver,
Hep ho quitaat nepret,
O tiouall gant sourci
Diouz an occasion
A rea d’in consanti
Gant an dentation.
Roït d’in an abit ven
A voa collet guene,

Guisquit a-ben da-ben
Eus ho craç va ene ;
Liquit d’in ar bisou
Eus ho quir garantez,
Ma contractimp hon daou
Ur guir briedelez.
Roït dïn c’hoaz ar botou
Pe an nerz da guerzet
En ho courc’hemennou
Pell diouz hent ar pec’het,
Ha maguit va ene
Gant ho corf precius,
Evit ma vezin cre
D’hoc’h heulia, va Jesus.
Erguis-se, va Salver,
Goude ma oan maro
Dre ar pec’het marvel,
C’houi am ressuscito :
Goude ma oan collet,
Diouzoc’h o pellaat,
Ho pezo ma c’hafet
Gant joa en ho craç vad.
Amen.



CANTIC VAR UN ACT A GONTRITION

PEhini so profitabl ha devot, couls hac an hini so varlerc’h, evit goulen pardon ouz Doue pa vezer var ar poent da vont da cofes, hervez an exempl eus ar pec’her penitant ar publiquen, pehini oc’h en em zerc’hel aziabell en lost an templ, hep credout avanç ebarz, ne grede quet soquen sevel he zaoulagat etrese an eê, ha ne rea nemet squei var he beultrin, en ur lavaret ar c’homsou-mâ (va Doue, ho pêt truez ouzin, pec’her paour ma’z oun) ; hac a zistroas d’ar guear gant ar pardon eus he bec’hejou, o veza en em humi-