Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
Exerciç evit ar Gonfession.
Peden evit goulen ar c’hraç da observi erfat gourc’hemennou Doue ha re an Ilis.

TAd eternel, Doue oll-galloudec,
Ni ho supli, pa’z omp quen izomec,
Grit ma cresco en hon ene bemdez
An esperanç, ar feiz , ar garantez.
Roït deomp ar c’hraç, va Doue, da garet
Ar pez hoc’h eus deomp-oll gourc’hemennet,
Ma veritimp obteni ar repos
A brometit deomp en ho parados.
Ni her goulen dre verit ho Map quer,
Hon guir Autrou, Jesus-Christ, hor Salver,
A ren gueneoc’h en un Doue hepmuiquen
Gant ar Speret Santel da virviquen. Amen.

OMnipotens sempiterne Deus, da nobis fidei, spei et cariratis augmentum, ut mereamur assequi quod promittis. Per Dominun nostrum Jesum-Christum Filium tuum, qui tecum vivit et regnat in unitate Spiritûs Sancti, Deus, per omnia sæcula sæculorum. Amen.

CANTIC VAR UN ORÆSON,

Da veza recitet goude beza en em examinet mad da vont da gofes evit distrei ouz Doue, o c’houlen pardon ouiâ, herves an exempl eus ar map-prodig en Aviel, pehini so represantet amâ. Var an ton : Breiz-Izel, mam ar sænt.

EVit digant Doue
Obteni trugarez,
Ha pardon d’hon ene
Eus hor fallagriez,
Distrômp buan outâ
Gant resolution
Da ober dirazâ
Ur guir confession.

Leveromp a galon,
O tad carantezus !
Me so bet dall, poeltron,
Ingrat ha maleürus,
Da veza offancet
Quemenr ho madelez,
Pa dlien ho caret
Mui eguet va buez.