Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
Exerciç evit ar Gonfession.
 

En em adressit da Jesus,
D’he Vam, d’hoc’h æl, d’ar sænt eürus.
Evit quement-se ho peden
A reot, mar quirit, evellen ;
Mæs grit-hi gant attantion
Ha gant ur guir devotion.

Peden evit goulen ar c’hraç da anaout ha da regreti ar pec’hejou quent ar gonfession.

O va Jesus, me ho supli,
Roït d’in ar c’hraç da detesti
Ha da anaout an offançou
Am eus grêt deoc’h, ô va Autrou !
Allas, Guerc’hes, ne d’ounquet dîn
E cleffe ho Map quer ouzin,
Grit ma raï d’in anaout erfat
Va fec’hejou, hac ho c’hassaat.
O va Æl mad, va faëron quer,
Hac oll sænt, pedit va Salver
Ma roï d’am c’halon guir regret,
Ha guir sclerijen d’am Speret.
Amen.
En intention-mâ ive
Teir gueich ar Pater hac Ave
A so mad deoc’h da lavaret
D’an tri ferson eus an Dreindet.

Penaus e pec’her en teir fæçon enep an tri ferson ivez eus an Dreindet.

Rac enep Doue en tri ferson
E pec’hit ive en teir fæçon :
Dre infirmite, dre inoranç
Ha dre valiç pe arroganç.
Ar c’halloudeguez infinit
A Zoue an tad a offncit,
O pec’hi dre infirmite,
Deffot ha na resistit cre.
Offansi a rit ar furnez
Eus a Zoue ar Map ivez,
Dre ar pec’het a inoranç,
Faut deoc’h na heuliit ar brudanç.