123
An eiz Eürusdet an Aviel.
Gant an Ælez, gant an Ælez.
Va Salver, gant humilite
Ni a supli ho majeste,
|
Grit ma c’heulimp un seurt quentel
Bete mervel, bete mervel.
Amen.
|
CANTIC VAR PEC’HEJOU,
Particulieramant var ar re gabital, galvet communamant ar seiz pec’het marvel, ha var ar vertuziou control dezo evit ma tiouallimp ouz ar re guenta-se, ha ma pratiquimp ar re ziveza-ma epad an deiz. Var an ton, Contemplit an hent bras.
GOude beza guelet
Ar mad so necesser
Evit beza salvet.
Da bep den da ober,
Dre gonsecanç an droug
So ret deomp da lesel,
A rest bremâ da c’hout
M’en detestimp fidel.
An droug ma tleomp tec’het
Gant horrol dioutâ,
Eo certen ar pec’het,
Pîni ne de quet tra
Nemet quement a vez
Grêt, lavaret, sonjet
Enep ar volontez
A Zoue, pe leset.
Daou seurt pec’het a so,
Original unan,
Hac a zeu var un dro
Gant an den er bed-man
Actuel eguile,
Hac a guemeromp-ni
Oc’h heul hon liberte ;
Pa ouzomp ræsoni.
|
Ar pec’het actuel,
So a zaou seurt ive ;
Unan a so veniel
Ha marvel eguile :
Ne ra quet ar c’henta
Coll Doue nac he c’hraç,
Hoguen couscoude e ra
Ouz hon ene gaou bras.
Dont a ra d’hor ienaat
En carantez Doue,
Ha d’hon diegussaat
En he servij ive;
Ar poaniou tamporel
A veritomp dreizan ,
Ha d’ar pec’het marvel
Omp disposet gantan.
Mæs ar pec’het marvel
A ra coll graç Doue
Hac ar gloar eternel,
O laza hon ene ;
Hac ous[pe]n [1] hon rent dîn
D’ar poaniou infernal
A dle padout hep fin
En ur prison teval
Seiz, so ispicial
|
- ↑ Moullet : -pren.