Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/132

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112
Exerciçou evit an Oferen.


mant bete ar fin eus he vuez. Quement-se eo en deveus recommandet deomp he-unan, quellies gueich ma offrimp ar sacrifiç divin-mâ pe ma assistimp enna, mar er graïmp en coun hac en memor anezan. Evit ar fin-se’ta e leguear deoc’h amâ c’hoaz en ur c’hantic un explication all berroc’h eus a guement articl so en oferen, eleac’h ma vellot penaus eo represantet er sacrifiç-mâ non pas epquen an histor eus a bassion hor Salver, mæs ive an nistor eus he vues en abreje, ha petra dleit da sesirout ha da c’houlen digant Doue var peb-hini eus an articlou a so expliquet deoc’h amâ en ur fæçon profitabl, dious an hini tost-da-vad a ro sant Frances de Sal en he Introduction d’ar Vues devot, da glevet an oferen.

Goude ma ho pezo’ta offret da Zoue ar sacrifiç divin-mâ dre ar c’hantic diaraoc, ha lavaret gant gueus d’ho pechejou ar Gonfiteor assambles gant nep a respont ous an oferen, evit receo an absolven general, pehini a ro neuse ar belec da guement a ves presant, mar besont disposet mad, e commançot da vedita en articlou pere ro er c’hantic-mâ varlerc’h, o lavaret ur Pater hac un Ave, Maria, mar quirit, var peb-hini anezo evit goulen ar c’hraç pehini so merquet deoc’h da c’houlen dindan peb articl.


Cantic var un explication devot

Eus an Oferen, conformamant da vues ha da varo hor Salver. Var an ear gallec : En vain résistez-vous, pe, O renonç d’am squiant, etc.

AN oferen santel a so un abreje
A vuez Jesus-Christ, map unic da Zoue :
Selaouit anezi ar guir explication,
Ma assistot enni gant mui a zevotion.

Livirit ur Bater evit peb-hini eus ar goulennou so amâ.

Dre an Introït, pe ar commançamant
Eveus an oferen, ententit sclæramant