Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
Exerciçou evit an Oferen.
 

Da zerc’hel mat deoc’h hiviziquen
Ma rin ur guir gonfession. Am.

Pa’z a ar belec da lavaret an oræsonou hac an abostol, Jesus a so cacet da di Bilat.

O va Jesus ! a oe faussamant
Dirac Ponç-Pilat accuset,
Hep e resoc’h na man na seblant
Evit beza calomniet,
Grit d’in, hep en em formalisa,
Soufr beza hep ræson blamet,
Ha perseveri d’ho servija
Hep digourajamant ebet. Am.

Pa’z a ar belec eus an abostol d’an aviel, Jesus a so cacet eus a di Bilat da di Herodes, pehini er goapeas ac a lequeas guisca dezo ur saë lian, oc’h he zisprijout evel un innoçant.

C’houi, va Jesus, en ti Herodes,
So bet bafoet ha disprijet
Gantâ couls ha gant tud he bales,
En ur fæjon exquis meurbet ;
Bete ma viscoas deoc’h, va Salver,
Ur saë innoçant ha mezus,
Deffot ha na respontac’h ur guer
Ouz he c’houlennou curius.
Roït d’in ar gourej da soufr ive
Beza goapeet gant an dud fall,
Ha da zisprijout ar vanite
Quen en dillad quen en traou all;
N’am dilesit quet da lavaret
Na da ober netra biquen
Evit beza ganto istimet ;
Mæs evit plijout deoc’h epquen.

Pa zistro ar belec eus an aviel da greis an auter, Jesus zistro eus a di Herodes da di Bilat.

O va Jesus ! a oe digacet
Digant Herodes da Bilat,
Pere a oue goude mignonet
Divar ho coust, Oan egarad ;
Grid ne rin forz evit tud vechant
D’en em ober a enep d’in,
Hac eus a bep seurt goall dretamant
Diouz oc’h exempl ma profitin.

Pa zeu ar belec da zisôlôi ar c’halir goude an aviel, Jesus a so divis-

O va Jesus ! hoc’h eus acceptet
Ar vez hac ar gonfusion
Da veza bet en noaz divisquet
Gant cals a outraj evidon ;