Beza ez eus er bloas certen amseriou santel pe sollenniteou ha goueliou mobil, evel a so roet da entent diaraoc, pere so galvet mobil, da lavaret eo, chenchant, abalamour ma chenchont a zeiz hac avichou soquen a vis, ha na erruont quet bloas d’ar memes poent evel ar goueliou-all pere so stabl. Chetu amâ’tu an amseriou hac ar goueliou mobil-se, pere so merquet en daulen diaraoc.
Ar sul quenta eus an Azvent, pehini a vez ato ar Sul tosta da vouel sant Andre, quent pe c’houde hac aviziou memes ec’h erru d’ar gouel-mâ ; ar pez a ellot da anaout diouz lizeren ar sul, pehini a vezo merquet evit ar bloas-se.
Ar Septuagesim, pehini a gommanç ato an trede Sul dirac demerc’her al Ludu ; eleac’h ma finis an Alleluia, pehini a vez lezet ac’hano da Basq hep he lavaret en Ofiç divin.
Demer’her al Ludu, pehini eo an deiz quenta eus ar C’horaïs, eleac’h ma tleer assista en Ofern, ha receo al Ludu benniguet da ober erfat, evit en em dispos d’ar benijen.
Dissul Phasq gant al lun hac ar meurs varlerc’h peguement bennac na d’ê quet berset ar meurs bremâ en certen escoptiou, evel ma’z oa diagent.
Gouel an Assancion eus hor Salver en eê, galvet ivez ar Iou-Basq, pehini a erru da ben an daouguent dez varlerc’h Pasq d’ar iaou ato.
Dissul ar Pantecost gant al lun hac ar meurs varlerc’h, peguement bennac ma d’ê quet berset bremâ dez ar meurs en certen escoptiou, evel ma’z oa diaguent.
Gouel ar Sacramant, pehini a vez solenniset d'ar iaou varlerc’h dissul an Dreindet, pehini, eo ive ar Sul quenta varlerc’h ar Pantecost.
Et c’halandrier diaraoc e vellot pe da zeiz ha pe en mis eus ar bloas ma viot ennâ, ec’h erruo ar solenniteou-mâ.
Peb Ilis a so ivez oblijet da observi ar gouel principal eus he fatron, hac an deiz eus he dedicaç, mar e deveus Dedi ebet. Mæs ar gouel-mâ eus an Dedi a vez solenniset dre an darnvuia eus an Ilisou da ur Sulvez, evel en Escopti Querne, elec’h ma solenniser an Dedicaç eus an oll iisou casimant ar Sul diveza varlerc’h ar Pantecost, eraoc ar Sul quenta eus an Azvent.