Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —


IX.


AR VOURBONED ER GEAR A BRAG.


Epad ma kemeret ann Dukez a Verri e Naoned e 1832, he bugale geiz Herri ha Loeiza, a zigoueze euz a vro Skos e stadou ho eontr koz, ann Impalaër a Aotrich. Herri a zeuaz gand he dad koz Charles X, pehini na gwitee morse ar c’hrouadur ; ha Loeiza a erruaz dre eunn hent all gand he moereb, ann Dukez a Angoulem. Prinsed ha rouaned ann Allamagn, dre stadou pere e tremenaz ar Vourboned, a reaz d’ezho ann digemer ann tomma hag ann enorusa a oa enn ho galloud. Rak hel lavarout a renker ato, ar Vourboned hena a zo bet hag a zo bepred kemeret evit ann ti roeal ann huella a zo er bed. Impalaër ann Aotrich en em hastaz da rei da Charles X eur palez deread out-han, palez Hradschin er gear a Brag Prag, gwechall kear-benn rouantelez Bohem a zo 240 leo diouc’h Paris, kalz traou kaer a ve da lavarout war ar gear goz-se ; ne gomzinn nemed euz a zaou. Eur pont a zo eno hag a zo eur burzud da welout. Douget eo var c’houezek bolz ha treuzi a ra enn doare-ze ar ster-vraz Moldao, ledan a zeitek kant troatad. Divar ar pont-se eo e oe taolet Sant Iann Nepomucen e barz ar ster dre urz ann Impalaer Wencellas. Hema a felle d’ezhan en divije ar belek santel-ze diskleriet d’ezhan eunn dra bennak euz a govesion ann Impalaerez ; ar belek a réuzaz a grenn ober eunn dra ken disleal ha ken difennet gand ar relijion, hag a roaz he vuez da ziella he greden ha sekret ar govesion. Eunn daolen marbr a verk al leach ma pouezaz troad ar zant abarz