Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

man. Ar measiou tro-var-dro al lenn a oa brao, mes sioul hag evel maro. Eur gorzennik voged a zave gant poan enn ear ; dont a rea euz eul lojennik baour a welent var lein eur roc’h, evel eur galzenn marr. Ar vag, na petra ’ta ? a dro etrezek eno. Herri a lamm er meaz ann hini kenta, hag a red a raok he dud d’al lojenn. Mont a ra ebarz he-unan, hag o veza ne wele den e teue er meaz, pa glevaz, enn eur c’hoignik tenval, evel klemmaden eun den klanv, o trei var he wele. Peleac’h emoc’h eta, eme ar c’hrouadur, ha piou oc’h ? Histor ar c’hlanvour na oe ket hir : Mak-Antir a oa he hano, ha dek vloaz a ioa ma edo var ar gwele-ze dalc’het gand ar remm. E keit-se ec’h arruaz ar c’hrek, hag ivez ar beachourien all. Herri a c’houlennaz diouc’h-tu he ialc’h digant ann Duk a Zamaz, rak evit enn he hini he-unan ne oa mui nemeur a dra : abarz mont e beach en devoa kaset da beorien Frans, hen hag he c’hoar ar pez a arc’hant ho doa gellet da zastum. Epad ma lekea e dourn ar c’hrek eunn tri pe bevar fez aour, e tigouezaz enn ti eur meneziad hag a ioa bet e fest ann Highlanderiz enn dervez ma oa bet digemeret ar Prins gant-ho. Hen anaout ar reaz hag e lavaraz da Vak-Antir piou e oa. Ret a oe raktal ellumi ar goulou, rak ar c’hlanvour a renkje gwelout a barz mervel, mab bihan ar Vourboned. Ar c’hrouadur a dostaaz ouz ar gwele, ha Mak-Antir ann daelou enn he zaoulagad a astennaz eun dourn hanter zizec’het gand ar c’hlenvet : ar c’hrouadur her gwaskaz etre he re, evel pa en divije bet c’hoant da rei lod d’ar c’hlanvour koz euz ar vuez beo-buezek a rede enn he wazied. Digaset e oe eur