Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

a lavaraz ann offeren. Araok ar gommunion e reaz eur brezegennik d’ar prins hag a achue dre ar c’homzou-ma : Mab Sant Loeiz, dorn Doue ra ho kunduo bepred ! Eur gomz henvel tost da vad a oa bet lavaret da Loeiz c’houezek var ar chafot. [1] Mes ar belek a gennerze ar roue santel da vervel a zelle ouz ann env, hag ann hini a roe ar bara a vuez d’he niz-bihan, a zelle ouz ann douar, var behini e wele o tigeri dirag ar c’hrouadur eun hent rust ha tenn, ha pell etre ann daou benn anezhan.

Goude al lid, ann dud roeal, enn eul lod, a c’hortoze ar c’hrouadur euruz ; holl ho deuz poket d’ezhan oc’h he starda gant teneredigez var boull ho c’haloun. Varlerc’h dijuni, a roue koz a c’halvaz d’he gambr ann Duk a Vourdel ha he vistri. Trugarekaat a reaz ar re-man euz ho foaniou hag ho labourou akeduz ; ha neuze e lavaraz d’he vab bihan gand eur vouez nobl ha karantezuz : « Krouadur ker, ar vuez a zo tonket d’id gand Doue a hell beza huel a stad, ha da zleadou diez da ober, mar santez bikenn ar boez euz ann trubuliou, euz ar poaniou a ia bepred da heul ar renk-ma oud ganet enn-han, ar zonj euz ann daou a viz c’hoevrer a raio nerz d’id. »

Ar c’hrouadur tenerreat beteg ann daelou a vokaz da zourn he dad-koz. — Unan bennak o veza neuze goulennet digant-han, petra felle d’ezhan e vije lavaret euz he berz d’ann dud vad ho devoa pedet evit-han e Bro-C’hall, da gen ann dervez kaer-ze : « Fallout a ra d’in, eme Herri, e ouifent holl, oun leun a anaoudegez vad evit-se, ha n’am euz ket ho ankou-

  1. Mab Sant Loeiz pignet d’ann env !