morse dizipra he varc’hek dizaouzan. Gwelout a reamp dremm ar Prins o tana mui-oc’h-mui, he zaou-lagad o steredenna, mall a oa gant-han dont abenn euz ar pek-gourenn-ze ; ha dont a reaz gant-han. Goude beza drasklet ha dibadet he walc’h e oe ret d’ar marc’h plega hag ez eaz ebarz ar pilierou. Ann drid-levenez a baraz neuze var dremm ar Prins iaouank, ha ni a straklaz hon daouarn var he wiziegez ha var he zalc’h-mad.
A veac’h eo eat ar marc’h kenta er meaz, ma tigaseur eun all. He-ma a oa ners ha buez holl. Ar Prins a dlie mont var-n-ezhan da lammout dreist ar c’hlouejou. Ar mestr-floc’h na lez ehan ebed gand ar c’hrouadur ; Herri, evit lavarout mad, ne ra nemet tremen divar ann eil marc’h var egile, ha koulskoude ne ziskoues tamm ebed e ve skuiz. Pa lavaraz ar mestr e oa pred ober al lamm, eur c’hlazennik a dremenaz var