Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —

lod anezho e dienez evit derchel mad d’ho Roue ha d’ho lealded. Ann drid-kaloun a vije braz dreist holl, pa zigoueze eur beachour bennak euz a Vro-C’hall da brezek enn hir gomzou euz ar Vamm-vro. Unan euz ar re genta a zeuaz da welout ar Vourboned enn ho harlu, a oa ann aotrou de Sez, mab ann hini a zifennaz Loeiz-C’houezek dirak ar Gonvansion. Ann Duk a Vourdel, o veza klevet he hano, a lammaz d’he zorn a lavaraz d’ezhan : « Vad a ra d’in ho kwelout ama, e koun eveuz ho tad. »

Tost da zaou vis a ioa edo roue Bro-c’hall evel hostiz e ti ar Weled, pa zeuaz gouarnamant Bro-Zaoz da geniga d’ezhan kastel Holy-Rood e rouantelez Skos. Kannad Loeiz Felep e Bro-Zaoz, Talleirand ann eskop torret, a gavaz mad awalc’h kement-se, o veza ma ’z ea er c’hiz-se Charles X pell-oc’h-pell diouc’h rouantelez Frans. Da zivez miz here eo ez eaz ar Vourboned da Holy-Rood. Charles X gand ann Duk a Vourdel a ieaz dre vor ; ann Duk a Angoulem ann Dukez hag ann demezell Loeiza a ieaz dre zouar. Neuze Loeiza a lavaraz d’he breur : « Ni vezo eurusoc’h eged-oud, en eur vont dre zouar ni welo kalz traou, hag o vont dre vor te na weli netra. — Oh ! Loeiza, eme Herri, me laka e-vezo va beach eurusoc’h eget ho hini, rak me wello Bro-C'hall.

Holy-Rood, palez roeal, amzer zo bet, a zo hirio eur c’hastel koz hanter-zismantret, ha deread dre gement-se ouz ar Vourboned, kouezed ivez euz ho stad euruz. E leac’h kirri alaoured ann Teoleri, n’ho doa eno nemet eur c’harrons louach gopreet gant-ho. Ann demezell Loeiza, pehini a gare kalz ar baleaden-