Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

Amerika hep truez ebed, ma vije bet roet urz d’ezhan d’hen ober : rak diskouez a reaz epad ann treiz ne oa ket eur galoun vad a zen. Charles X en devoa great kalz a vad d’ezhan ; offisour braz e oa dre he aotre, hag e oa zoken o paouez beza great tro ar bed var vor, dre choaz hag euz a berz ar roue. Ha koulskoude e vankaz a respet da Charles X, o tamallout d’ezhan ha d’he vignouned ar reusiou nevez-c’hoarvezet. Den reuzeudik he-unan, pa’z eo gwir ec’h ankounac’heaz madoberou he roue, ha reuzeudikoc’h a c’houdevez, o veza bet lazet ha devet, enn eur freuz-kirri-tan, eur bloavez bennak goude.


————


Bro-Zaoz a reaz eun digemer ien a-walc’h d’ar Vourboned euz ar brank henan. Var ann aod e peleac’h e tiskenjont e oe guelet pavillonou tricolor pe triliou ; hag ar c’houarnamant evit lavarout mad, na reaz d’hon tud roeal nemet hanter zigemer. Ar joa vraz e devoa Bro-Zaoz o klevout dispac’h 1830, a ziskouez hanad he drouk-menosiou enn hor c’henver-ni. Elbik a zo a viskoaz etre ann daou bobl, hag eun dra a zo hag a ra mui a blijadur d’ar Zaozon eget ho brasa mad, drouk-eur ar C’hallaoued. Gouzout a reont penaoz ar C’hallaoued dispartiet diouc’h ar Vourboned a zo evel eun tiad tud kollet gant-han ann tad hag ar vamm, ha pehini na hell mui nag en em zifenn nag ober brud, keit ha ma choum er stad-se ; chetu perak en em hastjont da rei dorn d’ar c’houarnamant nevez. Hag ar c’houarnamant nevez, kaset da vale gand ar broiou all, en em harpaz var ann dorn trubard--