Kerkent ha ma wel ar Roue, ar c’hrouadur en em strink etre he zivrec’h, a bok d’he zaouarn, oc’h ho glepia gant he zaelou, hag e silou gant evez ha doujanz aliou ar Roue koz tenereet
Prest-goude kement-man ar Roue hag he dud a ziblasaz euz a Rambouillet evit kuitaat he rouantelez. Odillon-Barrot, Schonen hag ar Marichal Maison a oe karget gant ar c’houarnamant da vont gant-han betek Cherbourg. Ar veach a oe trist ha tavedik. E meur a leac’h koulzkoude ar bobl a gemere ann hardisiegez da rei d’ar Beachourien ger merkou hanad a geuz hag a garantez. E Montebourg ann dud en em zastummaz en dro da garrons ann Duk a Vourdel, a c’houlennaz he zaouarn da boket d’ezho, ha kalz a lavare o skuilla daelou druz : Difenet mad eo ouz-omp lavarout d’eoc’h ar pez a zo e gweled hor c’haloun ; n’euz fors, bevet ann duk a Vourdel ! Deuit enn dro hep dale. Er gear a Valogn soudarded ar c’houard roeal, ann daelou enn ho daoulagad, a roaz d’ar roue ho bannielou, ha Charles X a lavaraz d’ezho : Kemer a rann digan-e-hoc’h ho pannielou nobl, dinam ; ha kredi a rann penaoz ann Duk a Vourdel ho digaso-d’e-hoc’h enn dro, enn hevelep stad ; Kenavezo aotrounez !
D’ar c’houezek a viz eost 1830 ar Roue hag he dud a guitae Cherbourg var zaou lestrik Amerikan, hag ar gomz diveza lavaret da Charles X divar zouar