Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

vrasa. — Tud keaz maz int’ — Mar ve ann Duk e tro da gas eur sikour bennak d’ezho e rafe eun drugarez ar vrasa. — Na c’houlennann ket gwelloc’h ; hogen gouzout a rit penaoz arc’hant va garedonou evid ar miz-ma a zo gwestlet d'am feorien a Zant Kloud. — Petra da ober eta ? — Eur zonj a zeu d’in ; ma lakafenn muioc’h c’hoaz va foan, e halfenn gounit garedonou dreist-kustum, hag a rafe d’in eur c’hant liour bennak. — Ia ’vad, eur zonj vad hoc’h euz great. — Gwir eo, mes kement-se a ve re nebeud, red e ve d’in kaout da vihana daou c’hant liour, me ia da bedi ann aotrou Damas da rei d’in araok termen meur a viz euz va arc’hant-c’hoari (dek skoed ar miz a vije roet d’ezhan da zispign egiz ma kare). — Ia, mes n’hoc’h euz ket eveseet, ne choumo netra gen-e-hoc’h evit ho choantedigezou, ha pa dremenot e biou d’ar staliou a bemp kwennek var-n-ugent, ma teu c’hoant d’e-hoc’h da gaout eun dra bennak ? — Ha-ma, gant c’hoant me dremeno, hag e leac’h sonjal e c’hoariellou, e teuio sonj d’in euz ann dud ezommek. » — Ar Prins a redaz rag-eeun da gavout he c’houarnour, roet a oe d’ezhan arc’hant tri miz araok termen, hag epad tri miz n’e brenaz netra dre zivuz na dre faltazi. Nikun euz he gerent na roaz arc’hant d’ezhan e plas ann arc’hant en doa gwestlet d’ann ober kaer-ze a drugarez, evit ober d’ezhan santout penaoz ar blijadur da zoulaji ann dud enkrezet a zo sul vrasoc’h ma renker dioueri muioc’h dre’n abek da gement-se. Chetu aze ar c’henteliou a vije roet d’ar Prins, chetu aze ann had mad a vije taolet enn he galoun hag enn he spered.