kart, ar prins hag he c’hoar a ie da zemata ar Roue, ho mamm hag ho moereb ann Dukez a Angoulem. Cherou a Roue na vijent roet, nemet pa vije bet testeniou mad war aked ar prins, ha furnez ann Demezel ; hag er c’hiz-se e oant eun abek braz a gendamouëz evit ar vugale.
Goude ma vijent kentraouet evel-se ha kalounekeat dre garantez, e teraoue ar c’henteliou diesoc’h. Ann holl genteliou ze, roet gant mistri diouc’h ann dibab, a zigore spered ar prins enn eun doare souezuz.
Herri en devoa eur zabren great gand eun drenen mor-varc’h (baleine), ha gwennet enn arc’hant. C’hoari awalc’h a vije gand ar zabren-ze, ha meur a lestr prizuz, ha meur a das pourselin a oa bet taolet d’ann traon divar ar veselierou hag ann taoliou. Eun devez ma troe he zabren gand he zaou zorn evel ma ra ar foulc’herien pa vent o skei, e tizaz eur mevel war he voc’h, ken a redaz ar goad. Ann itroun de Gontaut pehini e doa gwelet ann taol, a lavaraz d’ar prins : « Ho sabren ama, mar plij gan-e-hoc’h ! — Nann, eme Herri, na roann ket va zabren da eur vaouez. — Aotrou ho sabren, a lavarann-me ! — nann, nann, ne fell ket d’in. » Hag hen d’ar red da gavout eun offisour a ioa eno, ha rei he zabren d’ezhan evel eur zoudard kalounek hag a fell d’ezhan da vihana savetei ann enor. Hag e lavaraz d’ezhan gand eun ear hag a lakee ann holl souezet : Va c’hamarad, kemerit va zabren. D’e-hoch-hu ? ma ia ! hogen da eur vaouez, nann, nann, bikenn.
Eun devez bennak goude, ann Duk a Vourdel o veza gand he c’hoar ebarz ar zall-vraz, eleac’h ema