Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

pez hoc’h euz great. » Ar Prins a zentaz rak-tal, hag en em ziskouezaz ker sioul ha ken dous, ma oa bet eur pennadik araok tear ha froudennuz. Chetu penaoz, en em gemerent abred da rei eur pleg mad d’he spered.

D’ann deiz kenta euz ar bloaz 1824, ann Aotrou Barbé-Marbois, kenta prezidant euz a gampr ar C’honchou, a zeuaz da ober he lez d’ar Prinz, ha da zouheti d’ezhan ar bloavez mad. Ober a reaz d’ezhan eur brezegen hir, leun a genteliou filozofik. — Prins emezhan, evesait diouc’h ann dud-a-lez, ho meuleudiou a zo ken alies a bech stennet evit ho koll, etc. — Herri, pehini n’en devoa neuze, nemet tri bloaz, na glevaz netra er brezegen gaer-ze, hogen gwelout mad a reaz ear trenk ha kaled ann Aotrou prezidant : Sellit, eme-z-han d’he c’houarnourez, sellit ann aotrou-ze gwisket e du, nag ann ear en deus-hen da veza droug enn-han.

Eun devez, ann dra-ma a c’hoarvezaz e fin miz gwere, 1824, ar Prins o veza bet galvet var greiz he c’hoariou ha pedet gand he c’houarnourez da ober eun dra ha na blije ket d’ezhan, a laoskaz eun douaden bounner, eun hano Santel a zilammaz euz he c’henou, ha na dleeur da lavarout nemet pa vezeur ho pedi. Ann Itroun de Gontant a ziskouez he souez hag he displijadur var eun dra ken amzere ; ar c’hrouadur a anavez e fazi hag en em laka da ouela. « Gant piou eta hoch eus-hu desket ar c’homzou heuzuz-se, eme ar c’houarnourez ? — N’hellann ket he lavarout, eme ar c’hrouadur. — Na perak ? Gwall c’hourdrouzet e ve ! » Ann Itroun de Gontant, o kuza ann drid-kaloun e devoa ho welout he galoun--