Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 202 —

zou ker kaer. Ober ar peoc’h etrez-omp Prinsed, beza a-unan bepred, ober hiviziken eun tiad tud hep ken. Ar reizen gristen-ze pehini a ra ankounac’haat ann disunvaniezou, ann tamallou, ann enebieziou tremenet, hag a c’houlenn evit ann holl eun amzer da zont ma hello pep den honest, evel ma hel livirit ker brao, en em gavout braz hag enn he eaz gant he stad ha gant he enor. »

Respount d’ann Aotrou Berryer
23 a viz kenver 1854.

————


« Aslavarout a rinn d’ehoc’h ama ar pez am euz lavaret alies d’am mignouned : Dalc’hit stard d’ho kreden divar benn lezen ar rouantelez a dad da vab ; mes er memes amzer bezit sioul, gouzanvuz, bepred mad hag eaz ober gan-ehoc’h, e kenver ann dud. Ra vezo ho renk hag ho kalounou, evel m’ema va hini, bepred digor d’ann holl.

27 ebrel 1852.

« Ar c’haera devez euz va buez a vezo ann hini m’am bezo ann eur-vad da welout ann holl Fransizien tosteet ann eil ouz eghile dre wir garantez a vreudeur, goude beza bet keid amzer dishenvel enn ho menosiou, ha ken douget da gaout gouarizi ann eil rum ouz eghile ; ann eur-vad da welout tud va goad dastumet holl endro d’ho chef, leun a zoujanz ann eil evit gwir eghile, feal pep hini d’he zever, leun a garantez hag a veoder e kenver ar vro ; er fin, ann eur-vad da welout Bro-Franz enn he fez lekeat e