Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 199 —

hep ken dre ma’z ounn ar gwir [1], mes dre’n abek ma’z ounn ann urz-vad, dre’n abek ma’z ounn ann hini a hell rapari pep tra, dre’n abek ma em euz ar garg hag ar galloud da zigas dres ar pez n’ema ket enn he leac’h ha da c’houarn gant lealded ha diouc’h al lezennou, dic’haoui diouc’h reusiou ann amzer dremenet ha rei digor pelloc’h d’ann amzer vad a zeu. »

8 a viz maë 1871.

————
Herri V a zigaso c’hoaz ar furnez e buezeghez ann dud.

« Honestiz ! honestiz ! ann dud e karg a renk he c’haout muioc’h c’hoaz eghet ann den enn he bart he-unan. Honestiz ! muzul a dalvoudeghez evit eur rouantelez kerkoulz hag evit pep den enn he dieghez. »

9 a viz kerzu 1866.

« Evit eur Prinz o ren e rouantelez he dud koz, gouarn a zevri a zo en em harpa war vertuziou ar vro ; leuskel da vont ha bepred war gresk tro vad ar

  1. Herri a lavar : « Bez’ ez ounn ar gwir. » Eleiz a dud a c’houlenn petra eo ar gwir-ze. Ar gwir eo ann urz lekeat gant Doue e pep tra. Urz Doue a zo ma vezo ar mab heritour d’he dad. Eur roue dre wir Doue n’eo eta nemet eur mab o kemer ar gurunen goude he dad. Ann dud a feiz fall ho deuz roet da gredi d’ar bobl penaoz eur roue dre wir Doue (de droit divin) a zo eur Roue roet gant ar Pap ha gant ar veleien ; ha pa dalv ar gomz-ze dre wir Doue, ne zinifi nemet en deuz Doue roet eur map da eur Roue evit beza Roue enn he c’houde. Ho pugale a zo heritourien d’ehoc’h dre wir Doue.