« Va anaoudeghez vad ar vrasa a virann da ghement tra vad, talvouduz ha kaer a zo bet great gant Bro-C’hall n’euz forz e pe amzer. »
5 a viz c’houevrer 1857.
a zigaser da wellaat ar vro.
Ama e ve ret lakaat penn da benn ar skridou ker freaz ha ken nerzuz divar benn Frankisiou ann departamanchou, deskadurez ar iaouankiz, stad ar vicherourien, ar c’henverz, ann izignou, al labourou douar, great gant ar Prinz a-daleg ar bloaz 1862 bete 1869, hag a zo bet moulet nevez-so hed-da-hed enn eun dastum euz he liziri, hag a gaver berroc’h enn eul leorik hanvet : Herri V hag ar rouantelez a dad da vab, e gallek : Henri V et la monarchie traditionnelle.
« Eur bobl kristen na hell ket, hep beza kastizet, reghi follennou he histor, terri ar chaden euz he gredennou hag euz he c’hisiou koz ; lakaat e penn he vamm-lezen n’en deuz Doue gwir ebed e renadur ar vro ; ha banna diouc’h levr he lezennou ha diouc’h he diez-skol pep meneg a relijion. »
8 a viz maë 1871.