« Doughet ounn, n’euz mar ebed, da lezel gant ann Iliz ar Frankiz e deuz, hag a zo ret d’ezhi da gaout evit gouarn ha mera ar pez a zell ouz ann eneou. Hag e kement-se en em glevinn bepred gant ann Tad Santel ar Pab.
Mes d’ho zro, ann eskibien hag ann holl dud a iliz n’oufent ket teurel re a evez n’en em ghemerfent ouc’h renadur ar vro, e kreiz ober deveriou ho stad santel, ha n’en em emelfent euz a draou ha na zellont nemet ouz ann dud a zo er c’hargou huel. Kement-se a ve ker kountrol da enor ha da c’hounidou ar relijion, ha ma ve noazuz da ren-vad ar rouantelez. »
20 a viz maë 1857.
« Mar plij gant Doue digheri d’in eur veach bennak doriou Bro-C’hall, ne fell ket d’in beza Roue tud a eur stad na tud a eunn tu, mes Roue ann holl. Ann dalvoudeghez hep ken, hag ar vad great d’ar vro a vezo ar c’hemm a velinn etre va sujedi.
26 a viz eost 1844.
Ghervel a rann ann holl dud kalounek, ann holl dud a spered, ann holl eneou lark, ann holl galouuou eeun, daoust e pe renk en em gavont, daoust dindan pe vanniel ho deuz brezelekeat bete vrema, ho