Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/2

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
KENTEL.


————


Al levr-ma ne ket great evit beza lennet enn eul taol, nag enn eun devez evel eur gazetten, ha lezet a gostez kerkent. Great eo evit beza miret enn tiegesiou desket mad, ha lennet a bennadou gant ar vugale ha gant ar gerent. Ar vugale, ar iaouankiz hag ar gozni a gavo enn-han skoueriou euz ar re gaera.

Great eo evit rei da anaout petra eo bet ar Vourboned, ken dikriet a-bell-zo gant ann dud n'emaint ket enn tu gant-ho. Great eo dreist pep tra evit lakaat ar Vretouned da ziouall ouz historiou ar Republikaned, pere na leveront ket ato ar wirionez penn da benn, hag evelse e pakont eleiz a vouesiou e mare ann eleksionou.


————


Ar Republikaned, fouge enn-ho, a lavar : Ar Republik eo e deuz torret gisiou fall ann amzer goz ha digaset d’eomp ar frankisiou a ra hirio hor gloar hag hor brasa mad.

Ann histor er c’hontrol a lavar : D'ar bevare a viz eost 1789, dindan rén ar Roue Loeiz XVI, e oe torret al lezennou ne oant mui diouc’h doare ar rouantelez, ha roet d’ar vro ar frankiziou a c’houlenne dre c’henou he c’hannaded. Ann tri rum kannaded, kloer, noblanz ha partapl, o veza en em glevet, ann noblanz hag ar c'hloer a reaz,