Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 189 —

hent houarn. Ar c’harr-tan a ruill, ar Fransizien a stag ho zell ouz wagon ar Prins, ha peb-unan a lavar enn he galoun : Nann Adeo mes d’ar c’henta gweled !


————


Bretouned, anaout a rit brema ar Prins penn-kef gouenn ar Vourboned hag heritour kenta d’ho c’hurunen. Setu hen aze evel ma eo bet great gant Doue, hag amprouet e skol ar gwalleuriou ; savet dindan daoulagad eun tad koz, eur eontr hag eur voereb a halfemp da c’hervel sent ; savet evit karout Bro-C’hall ; skoliet gant ann eskop ar fura, ar zantella, ar skiantetta euz he amzer ; kenteliet gant Fransizien ar re vrudéta ken enn armeou ken er skianchou ; guelet ha spiet mad gant tud a bep stad ha dishenvel enn ho menosiou e feat gouarn ar vro, ha pere a zo bet holl souezet ha gounezet gant-han.

Deuent brema ann dud gaouiad hag a feiz fall da lavarout d’ehoc’h ar pez a girint divar goust ar Prins Herri. Respont a reot d’ezho : he welet hon euz krouadurik kouant er gear a Baris, ha karet gant ann holl. He welet hon euz paotrik laouen ha skanv e palez koz Holy-rood, ha var menesiou Bro-Skos, karet gant ann holl. He welet hon euz den iaouank kaer ha flamm e Rom var boull-kaloun hon Tad Santel ar Pap ; e Loundrez, harpet var Chateaubriant, spiet gant daou vil a Fransizien, ha karet gant ann holl. He welet hon euz enn diou gear a Ems hag a Weisbaden bizitet gant eun niver braz a Fransizien, tudchentil, micherourien, Bretouned, prizet ha karet gant ann holl. Ha na vezo nemet he vro ha n’her