Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 182 —

ho evit Bro-Franz e deuz he forbannet, hag a zo karet gant-han koulskoude euz a greiz he galoun.

Ne gomzinn ket euz ar bizitou a vanden a rea d’ar Prins beachourien nevez oc’h arruout bemdez, nag euz ann divizou karantezuz a vije etre-z-ho. Komzomp euz ann digemer great da vicherourien Paris ; hast a oa d’ho gwelout.

Setu ama ann danevel euz ar vizit-se, skrivet gant unan euz ar vicherourien.

« D’ann 18 a viz eost 1850, ec’h arrujomp e Weisbaden. Adaleg ar mintin edo ar Prins o c’hortoz ac’hanomp gant mal d’hor gwelout ha na guze ouc’h den. Meur a weach e savaz enn he za epad he zijuni da welout hag arruout a reamp. Eun heur goude ma oamp digouezet, edomp e ti ar C’hont a Chambord. Epad ann hent e oa bet trouz ha safar gan-eomp, brema n’euz grik. Pep hini a zante he galoun o lammout evel pa vez ann den o c’hortoz eun taol enkrezuz bennag. Kaset e oemp enn eur zal vraz, hag a veac’h hor boa en em renket, ma teuaz ar Prins ebarz. Moment kaer ! Pebez tal, pebez lagad ! mes pebez madelez ! enn eul lamm en em lekeaz enn hor c’hreiz. « Deuet mad ra viot, va mignouned, eme-z-han ; tostait, tostait ouz-in. » Tostaat a rejomp ; mes ann doujanz hon dalc’he c’hoaz pellik diout-han. « Tostoc’h, eme ar Prins, tostoc’h ! en em zantout a fell d’in goasket gant Fransizien. »

Mont a rejomp neuze ken tost en dro d’ezhan ken na lezemp gant-han nemet plas he gorf. He zaouarn nerzuz a voaske var hor re. He zaoulagad tenereet a glaske pep hini ac’hanomp. Hon trugarekaat a rea da