Euz a Ems ar C’hont a Chambord a zistroaz d’he gastel Frohsdorf e peleac’h e tremenaz he amzer dieub ha didrouz, nemet ma ’z eaz eun devez bennag d’ar gear a Venis da welet he vamm.
Koulskoude eleiz euz he vignouned a skrive d’ezhan ez oa e Franz eun taol braz a dud hag ho doa c’hoant d’he welout, d’he anaout, d’he amproui, evel ar re a ioa bet e Ems.
Respont a reaz eta en em gavche e Weisbaden d’ann 10 a viz eost, 1850.
Pa oe klevet ar c’helou-ze e savaz adarre keflusk e Bro-C’hall. Lavaret ho pije ne oa nemet hano ar Prins e pep genou hag e pep kaloun.
Eun ingroëz a belerined a bep renk, roealisted, liberaled , republikaned a ziblas da vont da Weisbaden. Ar c’hirri tan ha bagou ar ster Rhin ne oa ket awalc’h anezho evit ann dud en em haste da erruout e kear-benn ann dukach Nassau.
Ar Prins euz he gostez en em laka enn hent. Treuzi a ra Berlin, e peleac’h eo digemeret evel eur Roue. Roue ar Prus a ro eul lein vraz enn he enor. Hag e pep kear ma tremen dre-z-ho, e peder anezhan da choum a zao ; mes hast en deuz da arruout e Kologn eleac’h ma oar ez euz dija eun niver braz a Fransizien oc’h he c’hortoz.