Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/176

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 169 —

nevezi ho le a eureud dirak Doue hag dirak ho kerent meurbed enoruz, hag e kreiz ar pedennou grouezuz a zav evid-hoc’h etrezek ann env euz a galounou ann holl, e kav d’in gwelout skeuden a Werc’hez sakr o kemer buez aze war ann aoter, pe evit lavarout gwell, ar Werc’hez he-unan o tiskenn euz ann env evit en em lakaat e penn al lid santel-ma, hag evit siella gant goad he Mab al le santel a rit ann eil d’egile. »

« N’am euz ket ankounac’heat, a lavar hi d’e-hoc’h, eo bet lekeat rouantelez Frans dindan va fatrouniez gant he rouaned deol, ha n’ounn ket evit choum hep kemer eur perz braz enn eun dimizi dre behini eo unanet gant liammou sakr daou euz he bugale ar re nopla. Kemerit, kemerit va geo var-n-hoc’h ; va geo a lavarann, dre ma em euz he douget enn ho raok, ha dre ma fell d’in he lakaat va-unan var ho pennou. Mar talc’hit da veza feal da Zoue, ar ieo-ze a vezo dous evid-hoc’h, hag ann dleadou a lakai var ho tiskoaz a vezo eur beac’h skanv d’e-hoc’h da zougen. Adalek ho tenerra iaouankiz, hoc’h euz va galvet ho mamm, ha bet am euz ato evid-hoc’h holl deneredigez eur vamm. Beillet am euz var ho kammejou, ho tiouallet am euz diouz ann holl danjeriou, Enn ho joaiou, enn ho trubuillou, e oann enn ho kichen. Ann holl vad hoc’h euz bet digant Doue, ha bras eo bet he vadelez enn ho kenver, a zo deuet d’e-hoc’h dre-z-oun-me ; ha dre-z-oun-me e teuio c’hoaz var-n-hoc’h ar mad a c’hortozit digant ann amzer da zont. Doue a felle d’ezhan e vije great