bord. Aotrou Duk, enn eur rei, hep ged ebed, da vab bihan hor rouaned, dalc’het da veva paour er meaz euz he vro, eur pried dign euz a Vro-C’hall ha dign anezhan, e kemerit eur gwir nevez var ann anaoudegez vad en deuz gwestlet pell-zo da eun tiad tud, digant pere en deuz bet dija kement a verkou a vignounach hag a deneredigez. »
- Ann Duk a Voden a respountaz :
« Enoret ounn meurbed dre ar goulenn a rit ouz-in, enn hano ann aotrou ar C’hont a Chambord, euz a zourn va choar muia-karet, ann Archidukez Mari-Therez. Euz a greiz va c’haloun e roann va aotreadur da eun dimizi, pehini a ia da starda mui-oc’h-vui, liammou a gerentiez ken enoruz d’am zi ha d’in va-unan. O kredi mad e raio ann dimizi-se eurusted va c’hoar muia-karet, e hastinn pep tra evit ma vezo ann Aotrou ar C’hont a Chambord ekreiz he c’houlenn ar c’henta ar gwella. Dâ eo gan-en, aotrou Duk, emedi c’houi eo a zo bet choazet gant-han da ober d’in he gefridi ; den all ebed n’em bije gwelet gant mui a blijadur, ha gant joa e tiskleriann ar stad a rann ac’hanhoc’h, hag ar fisians am euz enn-hoc’h, dre’n abek d’ar pez hoc’h euz great hag a rit bemdez evit ho Prins ken dellezek da veza karet. »
He Huelded Roeal ann Itroun ann Archidukez Mari-Therez, o veza deuet neuze ebarz ar zal a enor, ann Duk a Levi a lavaraz d’ezhi ar c’homzou-ma :