London brava map-den ha Roue a zo bet krouet gand Doue Eur potr ken drant, ken dreo, ker kalounek, ken nerzuz, enn he gomzou, ker mignoun d’ar Vretouned ! — Karout a rann ar Vretouned, eme-z-han, dre’n abek m’ho deuz roet ho buez evid-omp, hep goulenn na kemeret pae. Paeet int brema, Aotrou, em euz-me lavaret dioc’h-tu. — Hag hen da astenn he zorn d’in ker kaer ! Ha me d’en em deureul da boket d’he zorn... Nec’h am boa ne oa ket ho son c’halv gan-en. Lavaret am euz d’ezhan koulskoude e oa bet savet eur zon gaer e Breiz diwar he benn, ha c’hoarzet en deuz. »
Setu ama ar zon ; hogen ne zere mui ouz ann amzer-ma. Herri V ne fell ket d’ezhan dont e Franz dre vresel ; mes galvet gant ar vro [1]
- ↑
AR ZON C’HALV
(1840).
TON : Seziz, Gwengamp, e Barzaz breiz.
Klevit, klevit, gwir Vretouned,
Gant eur Prins iaouank omp galvet
D’he zikour da zifram’ ar vro
Dioc’h krabanou mistri garo.
Dek vloaz zo emaint o sunnal
Ann dour a ziverr ouz hon tal ;
Petra ’ choum mui gan eomp a vad
Nemet hon divrec’h hag hor goad ?
Ma n’hor be kolt nemet danve,
Salv hon enor, ni zelaoufe ;
Mes me wel ar bed o c’hoarzin
D’hor Broik baour war he daoulin.(1)
Tavit, tavit, gwir Fransizien,
Rebell oc’h euz stouet ho penn ;
Arru Herri ! n’euz ket he bar
Da lakat termen d’ho klac’har.
Bronsen glaz-dour a wenn Bourbon
Goad Sant Louiz a verv ’n he galon,
Mab bihan da Herri pevar,
Ha, war ma glevomp d’ezhan par.
M’her gwel o tont war ann dachen,
Ar vlumachen wenn war he benn :
« Sell, Breton, ouz va flumachen,
« Ha deuz d’am heul er wir rouden.
« Breton, me oar mad petra oud,
« Klevet am euz komz ac’hanoud ;
« Stard oud enn da Relijion,
« Ha roealist enn da galon.
« Ma na gredez ket em befe
« Memes Feiz, memes Karante
« Ha memes Esperanz gan-ez,
« Goul’n digant persoun da barrez.
« Ma na fell ket d’ar Brovidanz
« E venn biken Roue e Franz ;
« Duk e vezinn e Breiz-Izell
« Ha da gabiten, pe mervel. »
O Prins dign da veza karet,
Er vro ma n’hoc’h euz met digouet ;
Da vestr var-n-omp c’houi a choumo,
Pe da Baris ni ho kasso.
Evit pelloc’h na choumimp ket
Dindan gwalen koz kanfarted ;
Tud vad ha fur, war ho meno ;
E gwirionez gwall-skouer ar vro.
Serjanted, ha maltouterien,
A gerz hirio huel ho fenn ;
Hucher, noter, paotr ar gwirio
A ruill ar voul p’ ema gant-ho.
Evid-hoc’h-hu, micherourien,
Kouer, noblanz, ha beleien,
Pa fell d’hoc’h, d’ar vaz grit ho chouk,
Ha doughit ar ieo war ho kouk.
Ma karze, d’ar mare zo bet,
Ann Eskibien beza komzet,
Ha noblanz tennet he sabren,
Neket keriz ve war hor penn.
Mes siouaz d’eomp ! lezet omp bet
E skol klik ar Jakobined,
Ken habil da liva geier
Ha ma’z int da skarza ilc’hier.
Evel-se gant mil ha mil c’haou
Ho deuz sarret d’eomp hor genaou,
Epad ma kassent meaz ar vro
Gwella Roue zo bet pell-zo. — (Charles X).
Tad ar bobl eur veach forbannet,
War ar vro raktal int kouezet
Evel chas kear war eur c’haign fall,
Darn da gignat, darn da stlejal.
Va Doue piou hon dilivro ?
Fuzul, kleze, holl emaint gant-ho ;
N’euz forz ! darc’homp ann taol kenta
Ha deuet Doue d’hor skoazia !
Defaot fuzul, defaot sabren,
Ni c’hoario gant ann torr-he-benn ;
Filzier, ferrier, hachou zo mad,
Pa vent lemmet, da leuskel goad.
Ni oar tapout enn eun taol-red
Kanoliou ar citoyaned ;
Ar re goz a oar ar vicher,
Hag ar re iaouank zo lijer.
Holla ! me glev son ann toksinn,
Tennou kanol, trouz ’n daboulin ;
Arru Herri ! war zao paotred,
Fuzuliou walc’h a zo digouet !(1). D’ar mare-ze rouantelesiou ann Europa a oa o paouez ober faë war c’houarnamant Loeiz Felep.