furnez ha gwieziegez, ha peb unan a oe souezet o welout e oa he venosiou var ann traou-ze holl henvel e pep tra ouz menosiou ar vro. D’ar re-ma e lavare : « Ma lez Doue ac’hanoun da bignat var dron va zud koz, ne fell d’in beza na Roue ann dudchentil na Roue ar vourc’hisien, mes Roue ann holl. » Da re all e lavare : « Frankisiou ar vro e rouantelez Frans a zo ker sakr ha gwiriou ar Roue. » D’ar re a zeue dre herder ha dre garantez da doui fealded d’ezhan e responte : « Ann daill wella da brouvi d’in ho karantez, eo servicha Bro-C’hall. » Pedi hag aspedi a rea ar re a zeue d’he gavout d’en em glevout, d’en em unani, pep hini hervez he stad, evit ober mad ar vro. « Va brasa mignouned, eme-z-han a vezo ar re ho devezo ar muia skoaziet va bro. » Ha dont a rea unan bennak ha na vije ket roealist da c’houlen he welout ? e responte kerkent : « Gall eo, digasit-hen ; fellout a ra d’in klevout ar c’hallaoued holl, fellout a ra d’in anaout ho menosiou ; na ouezin ar wirionez nemet er c’hiz-se. » Ha lavaret a vije d’ezhan e oa unan bennak e touez he genvroiz ha na grede ket dont dira-z-han, dre’n abek d’he stad izel pe d’he zillad displet ? « Na pa vern ann dillad, eme ar Prins ? e welout a fell d’in ; ne fell ket d’in e ve lavaret en defe bet eur Gall, unan hep ken, c’hoant d’am gwelout, ha n’en defe ket bet he c’houlenn. »
Ann Duk a Vourdel, ken drant ha ker mad gand ar c’hallaoued he genvroiz, en em ziskoueze braz ha solenn dirak ann dudchentil huella euz a Vro-Zaoz, pa zeuent da ober al lez d’ezhan. Neuze e kemere he