va c’harantez dener hag euz va anaoudegez a vab.
Beza ez euz kalounou tud evit pere komzou evel ar re-ma a dall muioc’h eged berniou aour. Ann aotrou Frayssinous a ioa euz ann dud-se. Kuitaat a reaz he skolaer ann dour enn he zaoulagad, hag e lavaraz d’ezhan, oc'h e gimiada : « Va Mab, n’ouzoun ket ha plijout a rai gand Doue ho kervel eun deiz da ren ; eun dra hep ken a ouzoun, eseet am euz rei d’e-hoc’h eun deskadurez hag a dalvezo d’e-hoc’h enn eil stad hag enn eben. »
Pa oe digouezet ann eskop e Frans, ar c’henta den a zeuaz d’he welout a glevaz ar c’homzou-man euz he c’henou he-unan : « Kredi mad a reann en divije Doue roet d’in ar c’hras da gas va labour da benn. Ann Duk a Vourdel a vezo par da gement tra a oufe c’hoarvezout gant-han. Doue a hell brema ober ac’hanoun-me ar pez a garo. » Da eun all e respontaz : « Biskoaz n’en deuz roet d’in gwall abek ebed da veza drouk-kountant anezhan. » Ha da re all : « Eur spered en deuz da zevel bepred hueloc’h eged pep eur-vad, hag eur galoun da herzel ouz ann taoliou ar re c’hrevusa. »
E divez ar bloaz 1838 e teraouaz ann Duk a Vourdel he valeadennou skiantuz dre ann Europa. Ann dud a zellid a zeuaz ar re genta euz a Frans d’he gavout evit derc’hel mad d’ezhan enn he veachou a oa ann Duk a Levis, ar c’hount a Lok-Maria, hag ar jeneral Latour-Foissac. Na heulimp ket ann Duk a Vourdel enn he holl valeadennou, kement-se a ve re hir, eun dra hep ken a livirimp hag a zell out-ho holl : derc’hel a rea evel da eul lezen, gwelout kement tra