koaz ann den-ze, na great drouk ebed d’ezhan. — « Kollet eo eta he skiant gant-han eme ar Prins. — » He galoun vad a reaz d’ezhan lavarout ar gomz-ze, evel pa en divije bet c’hoant da bellaat euz he spered ar greden e oa bet skoet dre zrougiez, pe da zigas sonj d’he vuntrer d’en em zifenn enn doare-ze, oc’h en em rei evit eun den diskiantet. Ar zonj da gaout trugarez da vihana evit buhez he vuntrer a zeue kre-oc’h-kre enn he spered. « Ar Roue ne zeu ket c’hoaz eme-z-han, n’am bezo ket amzer da c’houlenn digant-han eur c’hras hag a rafe d’in kalz a frealzidigez var va zremen-van. » Pedi hag aspedi a rea he dad hag he vreur d’he goulenn enn he hano.
Ar Roue a erruaz, ar Prins oc’h he welout a zastumaz ar pezik a nerz a choume gant-han, hag a lavaraz : « Va eontr, roit d’in ho tourn, ma pokinn d’ezhan evit ar weach diveza. » Neuze o terc’hel var zourn ar Roue. « Va eontr, eme-z-han c’hoaz, goulenn a rann digan-e-hoc’h gras evit buez ann den. » Ar roue a droaz he respount, en eur lavarout : « Va niz, n’oc’h ket ken toc’hor ha ma sonjit, ni gomzo var gement-se divezatoc’h. — Ar Roue ne lavar ket ia, eme ar Prins. Gras da vihana evit buez ann den ! Ar prins, o lavarout alies ar gomz-ze : Graz evit buez ann den, na c’houlenne nemet ar vuez evit he vuntrer, ha nann eunn drugarez kuit ha distak. Urz vad ar vro, gwir ha surentez ann Tron a vire out-han na c’houlenje muioc’h.
» Ar Roue a droaz ouz ann Aotrou Dupuitren, ha gand aoun da veza klevet gand ann Dukez a Verri, dija re c’hlac’haret, a lavaraz d’ezhan e latin : Super-