Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

frezanz hep ken enn hon touez a denn bennoz Doue var-n-omp. »

Ar Vourboned o kuitaat Prag, a oe eur pennad amzer hep mont nebleac’h da choum evit mad. Da C’horitz ho devoa sonj da vont, mes ar c’holera-morbus o veza var ann tuiou-ze, e oe ret d’ezho gortoz. Tremen a reant ho amzer tu-ma tu-hont dre ar c’heriou a zo etre Prag ha Goritz. E Budweis e oe ret d’ezho kemer ho lojeiz enn eun hostaleri dister awalc’h, e pehini ne oa ket hanter gamprou evit-ho nag evit ho zud. A veac’h ho devoa en em glozet eno ar gwella ma hellent, ma kouezaz ann Duk a Vourdel gwall glanv. Hervez pep doare, ann dersien domm a zeue d’ezhan, gand eur c’hlenved staguz all a ioa neuze ebarz ar c’harter. M’ho lez da zonjal peger braz a oe enkrez hag aoun Charles X, hen pehini a gare kement he vab bihan, hiviziken he holl joa hag he holl esperanz. Eun druez a oa gwelout Roue koz Bro-C’hall, gand he vab ann Duk a Angoulem, azezet enn eur c’hoz kamprik enn eun hostaleri Allamant, e kichen gwele eunn den iaouank beuzet enn eur c’houezen ien, o c’houlenn digant Doue ma n’en doa roet d’ezhan eur vuez ken hir nemet evit gwelout o vervel e kreiz he brud ar vrousen gaer-ze euz a wenn Loeiz XIV, ha ne oa mui nemet-hi. Kannaded a ieaz buan da gas ar c’helou doaniuz d’ann Dukez a Angoulem ha d’ann Demezell Loeiza. Diredek a reont, er meaz anezho ho-unan gant ann nec’h hag ann aoun. Pa errujont ne oa mui a zanjer evid ann hini klanv. Prederiou eur medesin gwisiek, hag eun diwad a boulladou pehini a zeuaz d’ar Prins, ho devoa saveteat he vuez