Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —

na fell ket d’in ho terc’hel ; gouzout a rann pegen euruz eo ann den hag a ia da wellout he vro adarre. Kenavezo, aotrou Berrier ! c’hoant am euz ez afac’h d’ar ger kountant ac’hanoun, hag e halfac’h hel lavarout d’ho mignouned. » Ar Prins iaouank a grene gand ann esmaë, hag ann aotrou Berrier, kaloun dener evel ma ’z eo, na grene ket nebeutoc’h. Respont a reaz d’ar Prins : « Euruz ounn bet em beach ; euruz oun bet da veza ho kwelet, da veza ho klevet, da veza ho studiet. Ne ket falz-veuleudi a roann d’e-hoc’h, n’ho meulinn bikenn var c’haou ; selaouit kenteliou ho kwall amzer, amzer fall a ro kentel vad. »

Ar Fransizien a zeue da Brag, a vije pedet, evel ma hon euz he lavaret, da welout ha da glevout ann Duk a Vourdel var he genteliou. Lod anezho, distro d’ar ger a gounte d’ho c’henvroiz ar pez ho doa gwelet beteg ann traou disterra. Enn eur vont e kambr studi ar Prins, ho doa kavet ann eskop meurbed doujet, azezet var eur gador-vourrellet, displet awalc’h, o rei d’he skolaer ar gentel a histor. Pep tra ebarz ar gambr-se a brezege furnez ha distervez ; var zorn deou ann eskop, eur pez arebeuri great gant koat platan, da c’horren ann taolennou geographik ; goude-ze diou daolen ouz ar voger, skeudennet mad, eur Werc’hez, ha Jezuz o venniga ar vugaligou enn eur lavarout : List ar vugale vihan da zont daved-oun. Var ann dorn kleiz, eun doare trousad armou, eur zabren kaset d’ar Prins gant tudchentil ar skol polyteknik, pistolennou roet d’ezhan gant mignouned euz a Vro-C’hall, eur c’hleze euz ann amzer goz, sabren