Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —

var ar c’heleier penaoz e oa eat Charles V, Roue Spagn, enn he rouantelez, hag edo o vont d’en em lakaat he-unan e penn he armeou gant Zumalacarreguy, Herri o sevel he benn a lavaraz d’ar re a oa enn dro d’ezhan : « Ac’han ’ta, ha lavaret a vezo c’hoaz ema ar rouaned o vont kuit ? » D’ar mare-ze ivez he vamm e devoa kaset d’ezhan eur maread taolennou var bere e oa skeudennet hor brezeliou enn Aljeri. Ann Duk a Orleann, mab henan Loeiz Phelep, a ioa eno portrezet kaer ; gwisket e letanant-jeneral, hag e penn ann arme. Herri hen diskoueze d’he dud gant eun tammik gwarizi, hag a lavare : « Nag euruz ef-hen o koumandi Fransizien var eunn dachen vrezel. »

Efeat karantez e kenver he vro, pell-zo e ouzomp petra eo. Edo c’hoaz e bro Skos, pa glevaz kana ar zon vrao great gand ann aotrou Chateaubriand, hag e pehini e leverer ar c’homzou-ma :

Va c’haloun a vezo d’am bro,
Ato.

Kemer a reaz diouc’h-tu ar c’homzou-ze da ziviz, ha ret a oe ho engrafi d’ezhan var he ziel-liziri. Devezatoc’h e kemeraz, da reolen enn he holl oberiou, ar lavar-ma ken anavezet : Holl evit Frans, hag holl dre Frans ! O Prins iaouank, mar karit kement ho pro, n’oc’h ket nebeutoc’h karet gant-hi. Daoust pe geid oc’h kaset diouz-omp, n’euz ket savet c’hoaz a ieot var ann hent a zo etre-z-hoc’h ha ni. N’hellit ket dont beteg enn-omp, mes ni iello beteg