Ann dud roeal a felle d’ezho e vije bet bepred eun den a vrezel e kichen ann Duk a Vourdel, evit kas da benn he zeskadurez a vrezellour. Kalz a offisourien euz a re vrudeta a em gavaz eta ebarz ar garg-se epad ar pemp bloaz ma choumaz ann aotrou Frayssinous gand ar Prins.
E touez ann dud a vrezel a zo bet gand ann Duk a Vourdel enn he vugaleach hag enn he iaouankiz eo red henvel c’hoaz ann aotrou La Villat, bet greunnadour er c’hward roeal dindan Loeiz XVIII ha Charles X. Ann Duk a Vourdel en em roaz abred da garout ann aotrou La Villat ; eun offisour frank ha leal a oa he-man, hag a lavare ar wirionez d’ar Prins hep kemer manegou. Ar vignounach ken abred ha ker paduz en devoe ar Prins evit-han a ra enor eta d’ann eil ha d’egile. Eun dra a c’hoarvezaz gant ann aotrou La Villat, hag a zo da lavarout, rak rei a ra da c’houzout petra oa mignoun braz ann Duk a Vourdel. La Villat a oa gwenn-kann he vleo ; hogen neket ann oad en devoa ho great evel-ze, eun nozvez hep ken a reaz d’ezhan ar berruken wenn-ze, ha n’en devoa nemet c’houezek vloaz. Edoat neuze e kreiz tan ar revolusion, e 1793 ; ha tad ann aotrou iaouank La Villat a oa koundaoudet d’ar maro. Hema a reaz ann holl draou evit savetei he dad. Dre forz aour ec’h hellaz mont beteg enn-han enn he brizoun, hag eno e strivaz hag e c’hourennaz out-han eur pennad mad, evit he lakaat da gemerout he zillad-hen, ha da dec’het kuit, hag hen a choumje enn he leac’h. Trec’het dre bedennou ha dre zaelou ar mab, ann tad a gonsantaz var ar fin, hag a dec’haz kuit. Kredi a rea ne vije ket