Epad ma oa ar prins iaouank ken euruz ha kel laouen e touez ann dudchentil c’hall, e teuaz eur c’hannad da lavarout d’ezhan e oa erru ann aotrou Chateaubriand. « Aotrounez, eme Herri kerkent d’ar Fransizien, chetu arru d’am gwelout unan hag a garit holl, eur mignoun d’am mamm, gwall na vezet gan-e-hoc’h ho kuitafenn evit mont d’he zigemerout. » O lavaret-se, ar c’hrouadur roeal skanv hag iskuit a lammaz d’ann dias gand ann delez, hag a redaz gand holl herder he oad var arbenn ar skrivagnour braz. Ar Fransizien a oa neuze e sall vraz ar c’hastel a welaz, eno eun arvest kaer d’ar spered ha tomm d’ar galoun, ann aotrou Chateaubriant o stoui he benn, kel leun a venosiou kaer, var eun tal a grouadur ken dous ha kel laouen. Herri a choumaz eur pennadik gand ann aotrou Chateaubriand, ha gand ar Brinses Beaufremont mignounez vraz he vamm. Ar Fransizien all a ioa skignet a vochadou var vali vraz ar maner ; komz a reant entre-z-ho gand beoder euz ar pez ho doa gwelet, euz ar Prins iaouank pehini a blije kement d’ezho, pa her gweljont o pigna var varc’h, hag o tremen e biou d’ezho evit mont var arbenn he vamm. Eur Bevet hir, deuet euz a c’henou ann holl Fransizien, he zaludaz, hag hen a respontaz en eur zevel he dok : Bevet ar Frans ! He genavezo a oa kement-se. — Eur minut bennak var lerc’h ar c’hirri a ruille adarre var hent Prag, ha kastel Buschtirhad en em gavaz enn eun taol ken didrouz ha ken tavedek ha biskoaz.
Eur skrivagnour keleier, ann aotrou De Jenoud, belek ha bet kannad Toullouz e kambr ar gannaded,