Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/10

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 3 —

en em lekeaz da zuna ar gouli. « Petra a rit-hu, va mignoun, eme ann Duk d’ezhan, ar gountel-laz a oa marteze kontammet ? » Ar zervicher mad a zunaz start-oc’h-stard ; ankounac’haat a rea he vuez he-unan, gand ma vije dre gement-se easoc’h ar gouli da zigas da vad.

Ar gwel euz ann Aotrou ’n Eskop a Chartr, deuet d’he govessaat, a daolaz e kaloun ar Prins eur gourach nevez pehini a bare var he dal. Euz a neuze he holl zonjou a oa enn env ; ha ma tiskennent c’hoaz var ann douar, ne oa nemet evit rei d’he dud merkou euz ar garantez ann denerra. Goulenn a reaz gwelout ann Demezell he verc’h. Ann Itroun a Gountaut, he gouarnourez he digasaz enn he gichen. Ar Prins a astennaz gant beac’h he zourn dinerzet var benn he grouadur, hag enn eur rei d’ezhi he vennoz, e lavaraz : « Krouadur keaz, bez eurusoc’h eget da gerent ! »

Unan euz he brederiou kenta a oa bet da c’houlenn mar boa ar muntrer eun den a ziaveaz bro. Evel ma klevaz ne oa ket, e lavaraz : « Garo eo siouaz ! mervel dre zourn eur c’hen-vroad ! » Pa velaz ar Varechaled a Frans o tostaat ouz he wele : « Ah ! Aotrounez, eme-z-han, enn ho kreiz-hu eo em bije karet mervel ! »

War dro eun heur goude hanter-noz, e tigouezaz ar medesin braz, ann Aotron Dupuitren ; hogen ar pez a lavare alies ar Prins : « Ar gountel-laz a zo eat beteg ann troad, tizet e deuz ar galoun, » na leze gozik esperanz ebed d’he zavetei. Ann Aotrou Dupuitren, o veza en em guzuliet gand ar vedesined all, digouezet eno e niver braz, a gemeraz var-n-ezhan da frankaat ar gouli. « Lezel a rann va mab etre ho