Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
LEVR AR C’HENELIEZ.

e trojont ho zellou e-trezek Sodom, hag Abraham a gerze kevret gant-ho, enn eur ho ambrouga.

17. Neuze ann Aotrou Doue a lavaraz : Ha gallout a rinn-me kuza ouz Abraham ar pez az ann da ober ?

18. Hen pehini a dle beza penn-kef eur bobl braz ha galloudek meurbed ; ha pa’z eo gwir e vezo benniget enn-han holl vroadou ann douar.

19. Rak me oar mad e chourc’hemenno d’he vugale ha d’he lignez enn he c’houde, mirout lezen Doue, hag ober pep tra gant furnez ha lealded, evit ma lakaï Doue da erruont, dre’n abek da Abrabam, kement mad en deuz diouganet d’ezhan.

20, Doue a lavaraz eta : Kri Sodom ha Gomorrh a iea bepred war gresk, hag ho fec’hed a zo deuet da veza bete re vraz.

21. Diskenn a rinn, ha gwelout a rinn hag hi ho deuz great, e gwirionez, hervez ar c’hri a zo savet beteg enn-oun, pe n’ho deuz ket ; her gouzout a renkann.

22. Daou euz ann tri beachour a ziblasaz ac’hano, hag a ieaz da Zodom. Hogen Abraham a choumaz ato dirak Doue.

23. Hag o tostaat out-han, e lavaraz : Ha koll a reot-hu ann den just gant ann den fallakr ?

24. Mar’z euz hanter-kant den just er gear-ze, ha mervel a rint-hi gant ar re all ? ha na esparnot-hu ket al leac’h-se abalamour da hanter-kant den just, mar bent kavet enn-han ?

25. Pell diouz-hoc’h da ober eunn dra evel-se, laza ann den just gant ann den fallakr, ober d’ann den mad e-giz d’ann den fall, ne ket diouc’h ho toare ; c’houi pehini a varn ar bed holl, nann bikenn na zougot a varnedigez-ze.