holl, abalamour n’her greaz nemet dre ligentez. Abraham er c’hontrol ne gemeraz Agar da eil bried nemed war beden Saraï, ha douget dre spered Doue pehini a felle d’ezhan arouezi misteriou braz dre vugale ann diou c’hrek-ze. Arabat eo eta kondaouni Abraham, Jakob hag Huel-Dadou all dre’n abek m’ho deuz bet kemeret war eunn dro oc’hpenn eget eur c’hrek, pa n’her greant nemet gant aotreadur Doue ; rak Doue a hell, pa gar, divec’hia euz he lezen. Mes ho skouer e kement-ze na zigaso ket da wir ar c’hiz ho devoa ar baianed, hag ho deuz c’hoaz hirio ann Turked da gaout meur a c’hrek war euun dro. Doue na roaz nemed eur c’hrek da Adam, ha lavaret en deuz penaoz ann den a zilesje he dad hag he vamm evit derc’hel mad d’he bried, ha nann d’he briejou.
Matez deuet re-vad gant ar mestr a rai gwall vuez d’ar vestrez. Kement-ze a c’hoarvezaz gant Agar. Ha pa fell da Saraï ober d’ezhi plega, e tec’h kuit gant eur pennad. Mes Doue evit diskouez gwir ar vestrez, hag ingrateri ar vatez, a gasaz eunn eal d’he difazia. Distroit, eme-z-han da gavout ho mestrez ha plegit vuel d’ezhi, ha Doue ho pennigo, beteg rei d’e hoc’h eul lignez ha na hello den he c’hounta. Ann Arabed hag ar Zarazined a ziskenn diouc’h Ismael, war ma kreder.
1. Pa oe krog Abram enn he naontek vloaz ha pevar-ugent, ann Aotrou Doue en em ziskouezaz d’ezhan, hag a lavaraz d’ezhan : Me eo ann Doue holl-c'halloudek, kerz dira-z-oun, ha bez parfet.
2. Ober a rinn va c’hevredigez etre me ha te, kreski a rinn da wenn enn eur fesoun dreist vuzul.