Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

vij

ann Iliz, a zo ar wirionez memes, ha war-n-ezho eo diazezet kelennadurez hor feiz. Eno en deuz Doue diskleriet d’eomp ann traou hon euz da gredi ha da ober evit beza euruz er bed-ma, ha gounit ar vuez eternel.

Ra vezo gwelet eta, kristenien, al levr santel-ze alies etre ho taouarn. Pa viot trist, lennit-hen, hag e kafot enn-han frealzidigez. Pa viot war var, pa na wiot re petra da ober, lennit c’hoaz, kemerit kuzul digant ho levr evel digant hoc’h alier, hag e viot sklereet. Pa viot douget da bec’hi, it d’ho levr. gwelit petra a c’hoarvezaz gand Adam hag Heva o tizenti ouc’h Doue ; petra reaz Abraham evit plijout da Zoue ; petra reaz Jozeph pa oe tentet ; enn eur ger, e pep digouez hag e pep riskl, goulennit petra lavar ar Skritur, hag e viot ato kre enep hoc’h enebourien. Lezen Doue, flamm egiz ann heol, a zigas ann eneou war ann hent mad ; he gomz ato gwirion, a ro furnez d’ar vugaligou memes. Lex Domini immaculata, convertens animas : testimonium Domini fidele, sapientiam præstans parvulis. (Salm 18,8.)

Evid ar weach-ma, va c'henvroiz, ne vezo roet d’e-hoc'h nemet eur gevrennik vihan euz ar Skritur Sakr ; Levr ar c’heneliez, da lavarout eo, ann derou euz ann holl draou krouet. Moïzes eo hen deuz he skrivet, hag ar c’hosa eo euz ann holl levriou. Divezatoc’h ni iello nebeut-ha-nebeut a-benn gand ar skritur, enn eur zibaba evid-hoc’h ar c’henteliou kaera, hag ann historiou dereata evit ho stad. Mes evit brema e renker gortoz eunn tammik. Strif ha brezel a zo enn hon touez, o klask gouzout penaoz skriva ha prezeg hor brezounek evit ar gwella. Mar gell doareou ann Aotrou Gonidec treac’hi var ar c'hiz fall