Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
LEVR AR C’HENELIEZ.


SKLERIDIGEZ.


Abraham a guita evit Doue he vro, he gerentiez, he vadou, ha Doue a ro d’ezhan madou brasoc’h enn eur vro estren. Ne drec’hot bikenn ann Aotrou Doue e feat largentez. Pinvidigezou Abraham ne oant na parkou, na tiez kaer, na netra stag ouz ann douar ; mes denved, chatal, aour, arc’hant, traou mont-dont, ha dereatoc’h ouz eunn tremenour evel ma’z oa, hag evel m’az omp holl e-barz ar bed-ma.

Bemdez e welomp ar pinvidigezou o lakaat droulanz e-tre tud ar bed ; ha daël Loth hag Abraham a zesk d’e-omp ec’h-hellont a-wechou bihanaat ann unvaniez e-touez servicherien Doue, ma n’he zorront ket enn holl d’ann holl. Ann histor euz ho disparti a roio d’e-omp diou gentel gaer. Douster ha lealded Abraham a zesk de-omp ar fesoun da ziarbenna pep strif, ha da bellaat ar prosezou. Bez’ ez oa eontr da Loth, he ward hag he vadoberour ; sevel a helle he vouez, hag ober d’he niz plega. Nann, Arabat eo eme-z-han, e ve dael e-tre c’houi ha me ; e-tre va meserien hag ho re, rak breudeur omp, Oh ! gant komzou evel-se ne vezo bikenn a brosezou. Mes komzou kaer n’int ket a-walc’h ato, alies eo ret c’hoaz beza distak diouc’h traou ar bed-ma, ha frank a galoun. Mad ! eme Abraham, chetu ann douar dirak ho taoulagad, mar d-it enn tu kleiz, me zalc’ho ann tu deou ; mar choazit ann tu deou, me ielo d’ann tu kleiz. Ma ve great ann holl rannou er c’hiz-ze, pebez peoc’h ha pebez unvaniez na ve ket enn tiegesiou.

Kundu Loth e kenver Abraham ne ket bet ken meulap. Ober a eure, eme zant Iann-Krizostom, evel ma ra eunn den iaouank skan-ben ha dievez. Ne zalc’h kount ebed euz madelez nag euz sevenedigez he eontr ; red eo d’ezhan dispartia diouc’h-tu, ober a ra he choaz dizormit a-walc’h, mes ivez hep kalz a skiant na kalz a c’hounid. Istimout a reaz douarou nez-kear gwelloc’h eged ann argoadou ; c’hoant en deuz da veza bourc’hiz ; bourc’hiz e vezo, mes evit he wall-eur. Den iaouank diskiant, eme ann tadou santel, kuitaat a ra eunn den fur, eur zant, eunn eal, euz a behini ar skouer hag ann aliou-mad ha elle ober he euruzted, hag enn eskemm en em gav e kompagnunez ar falla tud a oa neuze war ann douar. Ne