Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
LEVR AR C’HENELIEZ.


8. Kuz, mab hena Kam, a engehentaz Nemrod, pehini en em lekeaz da ober he vestr war ann douar.

9. Bez ez oa eur gwall chaseour dirak Doue ; ac’hano eo deuet al lavar-ma : evel Nemrod, chaseour braz dirak Doue.

10. Ar vestrez-kear euz he rouantelez a oe Babilon, sevel a reaz keriou all, evel Arak, Akad ha Kalanne, e douar Sennaar.

11. Asur a zeuaz euz ar c’harteriou-ze, hag a zavaz Niniv, gand he zachennou, hag eur gear all hanvet Kalé.

Hogen ar c’hefadou-tud-ze ken eget en em skigna dre ar bed, a vennaz ober kevred, eunn dra gaer bennak, da lakaat komz anezho, ha da zigas sonj anezho d’ann dud a zeuche enn ho goude, hag e savjont eunn tour huel, evel ma her gwelimp ama war lerc’h.




PENNAD XI.


TOUR BABEL.
(Euz ar bed 1757. — A-raok J. K. 2247.)


1. Hogen ne oa neuze war ann douar nemed eur iez hag eur memez doare da brezeg.

2. Hag evel ma teue ann dud euz a gostez ar zao-heol, e kavjont eur blenen vraz e douar Sennaar hag e choumjont enn-hi.

3. Hag e leverjont ann eil d’egile : deuit, greomp brikennou, ha poazomp-ho enn tan. Hag ho devoe brikennou e-leac’h mein, ha bituma e-leac’h pri-raz.

4. Hag e leverjont : deuit ! greomp eur gear hag

4