Sonj am bezo do vikenn euz ann nosvesiou dudiuz
a dremenenn bep bloaz gant va eontr, e kichen he
dan, pa zeuenn d’ar vakansou. Goude ma vije lennet
buez ar zant ha great ar pedennou, ann dud all a
ie da gousket. Va eontr a azeze enn he gador goz
e korn ann oaled, ha me enn tu all war eur skabel.
— Asa, va niz, lavar d’in eunn dra bennag euz ar pez ec'h euz desket epad ar bloaz. — Va eontr, ann Epitome historiæ sacræ hon euz lekeat euz a latin e gallek, ha traou kaer am euz desket enn-han. —
Neuze ar c’hrouadur a zanevelle, hag ar eontr koz a zelaoue. Devet ar goulou, maro ann tan, hag ann historiou a bade ato ; hag al labourer kristen na skuize morse ouz ho c’hlevout. Perak kement-se ? Ar c’hrouadur a gounte krouidigez ar bed, histor ar Baradoz terrien, buesiou Abraham, Jakob, ha Joseph, ha kalz traou all kaer pe gaeroc’h. — Mad, va niz, plijadur a rez d’in. — Va eontr ker, petra ve ’ta ma lavarfenn d’e-hoc’h ann traou-ze evel m’emaint ebarz ar Vibl, skrivet dre atis pe inspirasion ar Spered--