vugale vad. Enoriou ar bez, ar c’hanv, ann obit, a zo dleadou a respet, a garantez hag a anaoudegez-vad euz a berz ar vugale e kenver ho c’herent ; hogen war gement-ze ne vankaz netra d’ar patriarch Jakob. Balzamet he kanveet eo bet evel eur roue euz ar vro ; ha pa ’z eaz Jozeph d’he gas da zouar Kanaan, euun niver braz a Ejipsinned, ar re gosa hag ar re genta zo ken euz ar rouantelez, a heuliaz ar c’horf beteg eno, ken dre garantez evit Jozeph , ken dre respet evit he dad vertuzuz. Rak enori a rear nun dud honest e-pad ho buez, ha muioc'h c'hoaz goude ho maro.
Ne ket dibaot gwelout breudeur a zo, o tont, goude maro a re goz, d’en em hega, d'en em chikan, ha da lakaat da doulla, e gweled ho c’haloun, eur gor-drougiez pehini ho devoa kuzet bete neuze dre zoujanz evit ho zud. Ne ket er c’hiz-ze a reaz Jozeph. Pardounet en devoa he vreudeur, nann hep ken abalamour d’he dad, mes dreist pep tra abalamour d’he Zoue. Rak-ze e-leac’h ho c’hastiza hag en em venji evel m’ho devoa aonn na raje, e teu d’ho c’honforti, d’ho iskuzi memes, enn eur lakaat war gount Doue ann drouk hag ar mad a oa c'hoarvezet gant-han. Kenderc’hel a reaz d’ho skoazia ha d’ho maga ; ha na c’houlennaz digant-ho ken anaoudegez, nemet ar c’hras ma kasjent, eunn devez, he relegou da baouezi e kichen korvou he dud koz. Ar pez a reaz ar bobl a Israel, pa zeuaz kuit euz ann Ejipt evit distrei d’ann douar diouganet d’ezhan gant Doue.
Ret eo ma ve e gweled besiou hon tud koz eunn dra misteriuz bennak hag hon tenn war-zu enn-ho, evel ma tenn ar mean-touch eunn nadoz houarn. Rak ne ket ar batriarched hep ken eo ho deveuz goulennet beza besiet e kichen ho zadou ; ar baianed hag ann dud hep feiz na reiz a gustum ivez huanadi kanvouuz, pa renkont mervel pell diouc’h ho bro. Eur brezellour kalounek a varv war al leur-gann ; pell diouc’h he vro, hag eur barz a lavar anezhan : Et dulces moriens reminiscitur Argos ! Hag o vervel e teu koun d’ezhan euz he Argoz muia-karet. — Siouaz d’in, eme ar fall Antiokuz, chetu me o vervel leun a dristidigez enn eur vro ha ne ket va hini eo ! Ecce pereo tristitiâ magnâ, in terrâ alienâ. (Mak. vi. 13.)
Ar c’hoant-ze en deuz pep den da vervel enn he vro, ha