Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
213
LEVR AR C’HENELIEZ.


5. Evel-se ann daou vap a zo ganet d’id e bro ann Ejipt, a-barz ma teuiz daved-oud, a vezo bugale d’in ; Ephraïm ha Manase a vezo lekeat e renk va mipien evel Ruben ha Simeon.

6. Ar vugale all az pezo bet enn ho goude, a vezo d’id, hag a zougo hanoiou ho breudeur enn ho lod heritach.

7. Rak pa zistroenn ouz ar Mezopotamia, Rachel a varvaz hed ann hent, e douar Kanaan ; d’ann nevez amzer e c’hoarvezaz kement-ze, pa zeuenn war zouar Ephrata ; hag e likiiz anezhi er bez war bord hent Ephrata, pehini a c’halver ivez Bethleem.

8. Hag o welout eno he zaou vap, e lavaraz d’ezhan : Piou eo ar re-ze ?

9. Jozeph a respontaz : Va mipien int, ar vugale en deuz roet Doue d’in er vro-ma. Digasit anezho d’in, eme Jakob, ma roinn va bennoz d’ezho.

10. Rak daoulagad Jakob a oa deuet tenval gant ar gozni, ha na helle ket gwelout sklear. Pa oant deuet enn he gichen, enn eur boket d’ezho, hag oc’h ho briata,

11. E lavaraz d’he vap : N’em euz ket dioueret ar blijadur d’az kwelout a barz mervel, ha chetu Doue o rei d’in c’hoaz oc’h penn ar c’hraz da welout bugale ac’hanoud.

12. Jozeph o veza ho zennet a-dre divreac’h he dad, a adoraz, stouet beteg ann douar.

13. O veza lekeat neuze Ephraïm enn tu deou d’ezhan da lavarout eo, enn tu kleiz d’he dad ; ha Manase en tu kleiz d’ezhan, hag enn tu deou d’he dad, e reaz d’ezho ho daou tostaat ouz ho zad-koz.

14. He ma oc’h astenn he zourn deou, hel lekeaz