Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
LEVR AR C’HENELIEZ.

evit had, hag evit magadurez tud ho tiez hag ho pugale.

25. Hag hi holl da respont : Hor zilvidigez a zo e-tre ho taouarn, ra vezo hep ken hon Aotrou trugarezuz enn hor c’henver, hag e servichimp ar roue gant joa.

26. A-baoue ann amzer-ze bete vrema, e pep leac’h dre ann Ejipt e vez paet d'ar roue ar bemved euz a vadou ann douar ; ha kement-ze a zo deuet da veza eul lezen ; nemet douar ar velein pehini a oe diskarg diouc’h ar gwir-ze.

27. Israel a choumaz eta enn Ejipt, da lavarout eo e douar Jesen, roet d’ezhan evid mad. Hag e lignez a greskaz hag en em ledaz dreis-ment.

28. Beva a reaz eno c’hoaz seitek vloaz ; hag he holl amzer er bed-ma a oa deuet da seiz vloaz ha seiz-ugent.

29. Hag ec’hiz ma wele e tostae deiz he varo, e c’halvaz he vap Jozeph, hag e lavaraz d’ezhan : Mar am euz kavet trugarez dira-z-oud, laka da zourn war va morzad, ha tou d’in e gwirionez e vezi mad awalc’h em c’henver evit mirout na vezinn besiet enn Ejipt.

30. Hogen gra ma kemerinn va faouez-van gant va zud ; kas ac’hanoun kuit euz ar vro-man ; ha laka ac’hanoun e bez va zud-koz. Jozeph a respontaz : Ober a rinn ar pez hoc’h euz gourc’hemennet.

31. Ha Jakob : Tou kement-ze d’in eta ! E-pad ma toue Jozeph, Jakob a adoraz Doue, troet ouc’h penn he wele.


————


SKLERIDIGEZ


Jozeph a zalc’h da rei d’he dud merkou a garantez, hep ankounac’haat boblou ann Ejipt, euz a bere e oa deuet da veza e gwirionez ar zalver hag ann tad. He furnez a luc’h ato e kement mad a ra.