Eunn den a relijion evel ma oa Jakob, daoust pegement a hast en devoa da welout he vap Jozeph, na helle ket kuitaat eur vro promettet d’ezhan ha d’he lignez, na sonjal ober eur veach ken hir, hep konsulti Doue. Ha Doue a baë diouc’h-tu feiz he zervicher, enn eur gomz he-unan out-han, hag enn eur rei d’ezhan eunn asuranz nevez euz he c’houardouniez. Den fur ebed, hag a oar peger braz ezomm hon euz a zikour Doue e pep tra, na voulc’ho afer ebed hag a dal ar boan, hep ober ar pez a reaz ar patriarch santel ; me lavar, hep konsulti Doue da genta.
Ha c’houi, bugale kristen, deskit gant Jozeph ar fesoun da enori ho tadou hag ho mammou. Gwelet hoc’h euz hed ann histor-ma, gant pebez aked ba gant pebez enkrez e c’houlenne kelou digant he vreudeur euz ann den koz hag enoruz-ze a lavarent a oa tad d’ezho holl. Ha pa en em roaz da anaont d’he vreudeur, he eil gomz a oe ; Va zad, ha beo ef-hen choaz ? Gwelit pegement a ed, pegement a brezanchou hag a girri a ruill da gavout he dad euz he berz ? Ha kentiz ma klev ez eo arru, daoust d’he garg huel a c’houarnour ann Ejipt, e tilez pep tra evit redek war he arbenn, Pa her gwel, e lamm d’ann traon euz he garrons, ha kerkent etre he zivreac’h. He dad a zeu d’ann Ejipt, nann e doare eunn den pinvidik, evel ma oa enn he vro ; mes e doare eunn den ezommek ha berrekeat gant ar gernez. Mad, Jozeph n’en deveuz ket a vez oc’h anaout kement-ze, ha diarbenna a rei holl ezommou he dad. He stad a vesaer-denved a zo disprizet hag argarzet gant ann Ejipsianed ; n’euz forz , ali a ro d’he vreudeur da choum ato er stad-ze, rak gouzout a rea penaoz netra na ra mui a blijadur d’hon tud koz eget heulia ar vicher ho deuz bet ho-unan, mar d-eo mad ha deread.
Er fin, tadou ha mipien, koz ha iaouank, deskomp holl gwitibunan e pe fesoun e teu Doue da reolia traou ar bed-ma, evit brasa mad he dud choazet. Tempzet en deuz ann drouk hag ar mad evit-ho, hag arruout a reont gant-ho bep ei tro. Ann trubuillou a zeu, evit mirout na stagent ho c'ha-