Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202
LEVR AR C’HENELIEZ.


22. Lakaat a reaz ivez rei diou zae da bep hini euz he vreudeur : ha da Venjamin pemp diouc’h ar re gaerra, gant tri-c’hant pez arc’hant oc’h penn.

23. Kas a reaz d’he dud kement-all a arc’hant hag ar memez niver a zaeiou, gant dek azen sammet euz ar pez a oa ar prizusa enn Ejipt, ha kement-all a azenezed pere a zouge gwiniz ha bara evit ar veach.

24. Kimiada a reaz eta he vreudeur, ha pa oant o vout kuit, e lavaraz dezho : N’en em fachit ket hed ann hent.

25. Ar re-ma o pignat euz ann Ejipt, a erruaz hep dale e douar Kanaan, hag e ti ho zad.

26. Hag e rojont d’ezhan ar c’helou enn eur lavarout : Ho map Jozeph a zo beo, hen he-unan eo ar mestr war ann holl Ejipt.

27. Jakob o klevout kement-ze, a oe evel eunn den o tihun eveuz eur c’housk doun ha kaled ; ha koulzkoude n’e grede ket anezho.

28. Hi enn enep, a gounte d’ezhan e pe fesoun e oa c’hoarvezet pep tra. Ha pa welaz ar c’hirri, hag ann oll draou a zigase Jozeph d’ezhan, he spered a ziabafaz.

29. Hag e lavaraz : Awalc’h eo evid-oun mar d-eo beo c’hoaz va map Jozeph : mont a rinn, hag he welout a rinn abarz mervel.


————


SKLERIDIGEZ.


Ken alies gweach ma lennann ar gevren-ma euz a vuez Jozeph, n’ounn ket evit mirout da skuilla daelou ; mes noufenn ket lavarout petra a douch ac’hanoun ar muia, pe madelez Jozeph e kenver he vreudeur, pe stad truezuz ar re--