Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
LEVR AR C’HENELIEZ.

deuz kavet penn da fallagriez ho servicherien. Chetu ni holl sklaved d’am Aotrou, ni hag ann hini gant pehini eo bel kavet ann hanaf.

17. Jozeph a respontaz : Doue ra viro e rafenn eunn dra evel-se ! Ann hini en deuz laeret ann hanaf, ra vezo hennez va sklaf ! evid-hoc’h-hu, it e pep franchiz da gavout ho tad.

18. Neuze Judaz o tostaat eunn lammik ouc’h Jozeph, a lavaraz gant hardisiegez : Aotrou, me ho ped, list ho servicher da lavarout eur gerik d’e-hoc’h, ha na fachit ket ouz ho sklaf : rak goude Pharaon,

19. C’houi eo va mestr. Goulenn a rejoc’h da genta ouc’h ho servicherien : Ha bez’ hoc’h euz-hu ho tad pe eur breur all.

20. Ha ni hon euz respontet d’ehoc’h, va Aotrou : Bez’ hon euz eunn tad hag a zo dija koz braz ; hag eur breur c’hoaz krouadur, ganet d’ezhan enn he gozni, a behini ar breur kompez a zo maro ; na choum mui nemet-han euz he vamm, hag he dad her c’har gant kalz a deneridigez.

21. Hag hoc’h euz lavaret d’ho servicherien : Digasit ar breur-ze d’in, ret eo d’ann daoulagad he welout.

22. Ha ni hon euz roet d’e-hoc’h da glevout, Aotrou, penaoz ar c'hrouadur-ze na helle ket kuitaat he dad, rak mar teu euz he gichen, hon tad a varvo.

23. Hag hoc’h euz lavaret d’ho servicherien : Ma na zeu ket ho preur bihana gan-e-hoc’h, ne welot mui va dremm.

24. Pa ’z omp bet eta distroet da gavout ho servicher hon tad, ni hon euz kountet d’ezhan kement tra en devoa lavaret va Aotrou.

25. Ha war ann divez, hon tad a lavaraz : It enn dro ha prenit d’e-omp eunn nebeut ed.